Dugelezh Mantova

Kartenn eus Dugelezh Mantova

Dugelezh Mantova (Ducato di Mantova) a oa ur stad e Lombardia, en Italia, ha kêr Mantova e oa he c'hêr-benn.

E 1530 e oa bet krouet, gant an impalaer santel Karl V, evit markiz Mantova, Federico II Gonzaga ; betek 1797 e padas.

E 1531 e voe prenet markizelezh Monferrato gant an tiegezh Gonzaga.

D'an 2 a viz Ebrel 1707 e voe kemeret gant an Aostrianed, ma tremenas eus daouarn an tiegezh Gonzaga da re an Tiegezh Habsburg, a zalc'he dija dugelezh Milano, stok outi.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search